Ar gevredigezh Timilenn a zo bet krouet e 2019 evit embann e brezhoneg levr « Sekred ar c’hazh ». Al levr-se a oa bet savet gant Katia Wolek ha Julien Maos evit « Histoires à Partager », ur gevredigezh a vro Naoned hag a embanne levrioù evit bugale disleksek.

El levr-se eo bet doujet ouzh reolennoù moullañ evit kinnig ul levr plijus da lenn evit an holl hag evit bugale disleksek ivez.

Al lennadenn a zo aesoc’h dre ma vez :
• kinniget an tudennoù e penn-kentañ an istor,
• lakaet un dresadenn e pep chabistr,
• moullet lizherennoù brasoc’h ha lakaet etrelinennoù uheloc’h eget e levrioù all,
• dibabet ur paper n’eo ket lufrus evit chom hep skuizhañ an daoulagad.

Muioc’h a ditouroù dre amañ : https://timilenn.wordpress.com/2019/10/23/sekred-ar-chazh-ul-levr-nevez-embannet-e-brezhoneg-gant-timilenn-bzhg/

E 2020 e fell d’ar gevredigezh embann ul levr nevez, savet ar wech-mañ gant Joe Todd-Stanton : Juluan hag al louarn.

Gant ar gevredigezh TIMILENN eo bet prenet ar gwirioù evit treiñ al levr-mañ. Klotañ a ra al levr gant pal ar gevredigezh, da lâret eo reiñ c’hoant da lenn d’an holl vugale, koulz reoù gant diaesterioù lenn (disleksiezh da skouer) pe get : moullet e vo war baper nann-lufrus, ar skritur dibabet a zo aes ha bras a-walc’h, kement skeudenn a glot mat gant an destenn, etrelinennoù bras a zo…

Muioc’h a ditouroù dre amañ : https://timilenn.wordpress.com/2020/05/01/juluan-hag-al-louarn-e-brezhoneg-joe-todd-stanton/